22.04.2015 Views

Dae-Mat 2012-2013 – Kelc'hiad 2 REOLADUR Penaos e kerzh ...

Dae-Mat 2012-2013 – Kelc'hiad 2 REOLADUR Penaos e kerzh ...

Dae-Mat 2012-2013 – Kelc'hiad 2 REOLADUR Penaos e kerzh ...

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

Dae-Mat 2012-2013 – Kelc'hiad 2

REOLADUR

Penaos e kerzh

Ar c'hlasad a-bezh a gemera perzh en Dae-Mat.

Tolpet eo rac'h ar vugale en ur sal hag o deus 1e30 evit disoc'hiñ 8 problem.

Bodet eo ar skolidi dre strolladoù lieslive (etre 3 ha 5 skoliad).

Gellout a raont implij kement teull (dornlevr, geriadur, fichennaoueg) pe benveg

(jederez) a zo er c'hlas.

Ne c'hella ket ar skolidi bezañ sikouret tamm erbet gant ar mestr.

Pep pare a zo ganti ur skwerenn hepken.

Palioù

Gober matematik en ur mod plijus, en ur zisoc'hiñ problemoù,

Talvoudekaat ar labour dre skipailh,

Broudiñ an diviz, gant arguzennoù sioul ha kendrec'hus,

Lakaat ar skolidi da gemer o labour e karg (ar skolaer n'eo ket aze nemeit evit

meriñ an amzer),

Deskiñ kenlabourat evit kaout ur strategiezh voutin (piv a ra petra, implij ar

jokeroù, meriñ an amzer, dibab an disoc'h).

Reoladur

Ar c'hlasad a-bezh a gemera perzh en Dae-Mat, dre strolladoù lieslive.

12 problem a zo kinniget (10 poent pep unan).

Pep klas a ranka dibab ha disoc'hiñ 8 problem anezho.

1e30 o deus ar strolladoù bugale evit lenn, dibab ha disoc'hiñ ar problemoù,

hep sikour ar skolaer !

War-lerc'h e c'heller bodiñ ar c'hlasad evit klokaat ur skwerenn.

Respontoù

Ur respont hepken dre glasad.

Nend eus ket nemeit respontoù an 8 problem dibabet war ar follenn-respont.

Amprouenn pleustriñ : difariet gant pep skolaer.

Amprouennoù 1 ha 2 : pep klas a gas e follenn-respont da : Gwenn Vorc'h –

IEN – 9 rue Jouanno – 56300 Pontivy, kentizh evel mad eo achu an

amprouenn.

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur Kelc'hiad 2 – p 1

Poentoù

Evit pep problem, mad eo reizh ar respont, e vo sammet ar poentoù.

2 joker a zo evit doubliñ talvoudegezh 2 broblem anezhe, da zibab gant ar

skolidi.

Prizioù

Pep klas a resevo un diplom dre lizher.

Deizadur

etre an 08/10/2012 hag an 26/10/2012

etre ar 07/01/2013 hag ar 25/01/2013

etre an 11/03/2013 hag ar 30/03/2012

adal sizhun 19 (06 - 11 a viz Mae)

Amprouenn pleustriñ

Amprouenn gentañ

Eil amprouenn

Kaset e vo an diplomoù d'ar c'hlasoù.

Mont en-dro

a-raok an amprouenn,

- kempenn an dafar, teullioù, benvegoù a c'hell ar skolidi bezañ afer anezho.

deiz an amprouenn,

- lakaat ar skolidi dre skipailhoù ha digas soñj dezho ag ar reoladur (cf

reoladur evit ar skolidi).

- reiñ d'ar strolladoù pep a fichennad problemoù. Pep pare a lenn ar

problemoù hag ar mestr a wirieka ma n'eus ket kudenn geriaoueg erbet,

met netra ken (displegadenn erbet).

- diskoueziñ e men emañ an dafar (kreionoù liv, feultroù, reolennoù,

skweroù, kelc'hieroù, follennoù brouilhet, dornlevroù, jederezed,

sizailhoù...).

- laoskel ar strolladoù da labourat 1e30 (pe div wezh 45mn, pe 3 gwezh 30

mn) evit kas o labour da benn en ur mod emren : dibab ha disoc'hiñ 8

problem, ingaliñ ar labour ha skriv ar respontoù.

– 15 mn a-raok fin an amprouenn digas soñj ag an amzer a chom.

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur Kelc'hiad 2 – p 2

goude an amprouenn,

- bodiñ ar skolidi ha labourat a glasad evit ma tielfennehent o strategiezhoù

(matematik ha labour a-stroll).

Evezhiadennoù

reolennoù : pouezus bras eo heuliiñ reolennoù diazez un Dae-Mat :

- chom hep sikour gant ar skolidi mod pe vod (« Gwell e vehe deoc'h lenn

en-dro », pe « Ha sur oc'h ? »),

- laoskel ar vugale da vezañ en arvar, da glask, da vezañ lakaet diaes :

chañj a ra o emzalc'h a boelladenn da boelladenn, a amprouenn da

amprouenn.

strolladoù :

- lieslive e tlea bezañ ar strolladoù, met ne faot ket ma vo re vras ar

c'hemmoù etre ar vugale (live matematik, emzalc'h) ; a modarall e c'hell

chom skolidi'zo hep kemer perzh.

- strolladoù etre 3 ha 5 krouadur a c'hell bezañ savet gant ar c'helenner pe

gant ar vugale.

- gellout a ra chañj ar strolladoù a amprouenn da amprouenn.

ar skoaler :

- 'zo mestr an amzer met chom a ra hep kemer perzh ; amzer en deus da

evezhiiñ ar skolidi oc'h labourat (metodennoù labour, kenlabour, divizoù,

emzalc'h) evit gellout mont pelloc'h goude-se war ar c'hudennoù bet

remerket.

Achu eo

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur Kelc'hiad 2 – p 3

Dae-Mat 2012-2013

Follenn enskrivañ

Anv ar skol

Chomlec'h

CP

CE1

Niver a vugale er c'hlas

Anv ar skolaer

Da gas en-dro da :

Gwenn Vorc'h – IEN – 9 rue Jouanno – 56300 Pontivy

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur Kelc'hiad 2 – p 4

Dae Mat – Kelc'hiad 2

Reoladur

Ur labour dre skipailh an hani eo : tout ar vugale er strollad a

gemera perzh.

Un euriad hanter (1e30) evit :

- lenn an 12 problem,

- dibab an 8 problem a vo disoc'het,

- klask,

- en em lakaat akord war ar respontoù,

- dibab lec'h ma vo implijet ar jokeroù

- skriv ar respontoù.

Droad ho peus da implij tout ar benvegoù ha dielloù a gavoc'h

er c'hlas.

Ho mestr-skol nend eus ket droad da sikour ganeoc'h !

Alioù fur

Lennit mat ar problemoù.

Dibabit an 8 problem a c'hellit disoc'hiñ a

skipailh.

Labourit a skipailh : komz, sikour, lâret ho

soñj, displegañ.... ho peus droad d'ober.

Dae-Mat 2012-2013 – Reoladur Kelc'hiad 2 – p 5

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!