25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

Create successful ePaper yourself

Turn your PDF publications into a flip-book with our unique Google optimized e-Paper software.

Mamm-goz

Nann, med pa zerr anezañ, sell ! Maella, kez da lakaad daou wenneg da

donton Dall ‘n e gokenn.

Mona-goz

Mad a rit, Mona-goz, deski dezi abred rei aluzenn d’ar paour.

Anton an Dall

Trugarez, bihanig, ha gras dit da greski ha da vezañ fur ha koant.

Mamm-goz

Fur ha koant ive, war ze, Mona-goz, roit din eur bannah dour fresk deuz

ar feunteun, mar plij, ma’h efom d’ar gousperou, ha goude e vanko da homañ

mond war ar gazeg-mezeven, kouta ?

Mona-goz

(O rei dour). Rezon he-deus avad. Kement ha dond d’ar pardon, mond

d’ober eun dro da frañwel 3 he lostenn. Setu eur bannah dour. Te ‘z-sto eur

bannah ivez, Maella ? N’eo ket ze da ano ?

Mamm-goz

Ya, ev eun dakenn ive ha room eun tamm aluzenn da Vona-Goz ma’h

efom adarre. Kenavo da vloaz.

(Mond a reont er-mêz).

Trugarez ho-tiou.

Mona-goz

Anton an Dall

Ya, hag Itron Varia Druez d’ho pennigañ.

(O tond).

Ivona ha Tinig

Mona-goz

Hañ ! arru zo keurennou amañ en dro-mañ. C’hwi ‘zo ‘michañs o tougen ar

bannier ?

Anton an Dall

Ola ! Merhed ar bannier ? En koefou braz neuze ‘vel just.

Tinig

N’om ket o tougen ar bannier, pa n’om ket deuz ar barrouz. Nim ‘zo deuz Plufur.

3 frañwel fraoñval.

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!