25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

Kolaig

Hag eh an d’ober. Sell ! deg mil lur. En dro-mañ ‘vo ket greet ar loue

ganin. ‘Larfet ket diou wech hanter heb goud din. Pa ‘m-eus ket bet ar gwele, ‘mo

an daol-noz ; ya, deg mil !

An Hucher

Deg mil. Alo ! piou ‘ray eun tamm hejañ c’hoaz da Golaig, pa ‘h eo fachet

koulskoude ? Alo ! Deg mil !

Razu

Pa ‘n-eus sallet 13 aneze ervad, lezom e dreou gantañ bremañ.

An Hucher

Añcher ‘bed ken ? Diou wech, diou wech hanter, teir gwech ! Gwerzet !

(Dond a ra unan bennag gand eun tamm paper).

Setu eur helou ! Urz d’arreti ar werz. Savet zo tra-walh a arhant da baeañ

ar gle. Ar justis n’eus mann ken da weled en ti Lambave. Pep hini da gas gantañ

ar pez ‘n-eus prenet.

(An oll a deh). (Da Ramzel) : Alo ! Ramzel ! Hastit buan ramzelled 14 ho flipiri

ha d’ar gêr !

Ramzel

O ! Klevit ‘ta, Aotrou Hucher. Me ‘m-eus gwelet ken brao ha c’hwi ‘n eun

daol-noz.

Kolaig

Ya ‘ta ! Ha ma ‘peus c’hoant, vefet lakeet ‘barz en homañ ive.

An Hucher

Hañ ! gortozit avad. C’hwi ho-peus greet tra-walh a drouz amañ hirie.

Alo ! An treou en diretenn ha hemañ war ho skoaz ‘vel ar bikoed pa vent o

werzañ tapisou. Ha karzañ, mar plij. Ha bremañ d’e dro an hucher ah a ive d’ar

gêr. Ha peuh da dud an ti-mañ pa ‘deus paeet o gle, rag an hini a bae e hle n’eus

mann da lared dezañ.

Teirved lodenn

Mari

(O tond). N’eus den ebed ? Peleh out, Rosalie ?

Rosalie

(O tond en tu all). Peleh on ? Amañ sur, o selled etrezeg toull ar porz.

13 sallet : ker eo an traou.

14 ramzelled : dastum.

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!