25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

sunveziou amañ.

Lom

Ma merh a hortozo ken ‘mo kavet dezi unan deuz ma doare.

Soazig

Feiz, ma zad, oas dimezet d’an hini oa plijet dit.

Lom

Ya, da unan hag he-devoa kement a leve eveldon, ha te a ranko ive kaoud

unan hag a-nevo kement a arhant ha te, rag amañ zo kantskoedeien. Ya, n’emaint

ket er bank, nag en daol-doull, med amañ en ti hag amañ e chomfont keit ha ma

vin-me beo ha n’on ket c’hoaz tost da vervel.

Frañsin

Lom, na c’hwi na me ne ouzom ket pegen tost om da vervel, rag an eur-ze

a zo koachet ouz an oll.

Lom

Alo, tra-walh a goz kaoziou. Kaoz an arabaduz hir ha paduz.

Ma zad.

Soazig

Frañsin

Ma eo kaoz koaziou toud ar pez a laran, eo koulz din tehel. Greet ‘mo tro

houllo da vihannañ evid eur reuz, rag den ne oar petra zo en hent.

War-ze, neuze, kenavo. Kenavo, Soazig. (Mond a ra er-mêz).

Frañsin, eun devez marteze.

Soazig

Lom

Marteze petra ? Lom zo plomm en e za. Alo, pep hini ‘n e hent. Me zo

mestr war an dachenn.

Mad, eet eo an drutell a-raog. Bremañ neuze, ma merh, kerz d’an ti da

lakaad traou ar gaoter war an trebez ha d’ober eun tamm yod ed-du da goan, ha

me ‘h a da zerri war ar loened. (Mond a ra er-mêz).

Soazig

Ne ran ket a forz petra vo amañ da goan. Me ‘h a d’am gwele da harmed

dindan ma liñseliou. (Mond a ra er-mêz).

Ronan

(E-unan). A ! Lom an Dosenn, te zo kriz ha digar evid da vugel. Eur paotr

reud, med direudi a ri. Laret ‘teus oas mestr war da arhant, med aze ‘n em

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!