25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

Create successful ePaper yourself

Turn your PDF publications into a flip-book with our unique Google optimized e-Paper software.

Mari

Ma ! Rosalie, n’on ket kap da harz da lared dit ‘mije ket bet a hoant d’ober

eveldout. Prenañ eur gwele bet gand tud all evel-se ! Ma teu da hennez bezañ

leun a hwenn pe a bugnez !

Rosalie

‘Hanta, ‘n eur feson ‘vefe ‘med eur vad. Ma krogfe ar c’hwenn en Kolaig, e

savfe kentoh euz ar beure.

Mari

Ya, ma arrufe gantañ ‘vel ‘oa arruet gand ar Markiz d’Argent-Court pa oa

bet en Pariz, ‘oa eet da lojañ ’n eun otel hag eñ o tiskenn euz e gambr da

lared : « Me chomin ket er gwele-ze, rag gwelet ‘m-eus eur bugnezenn war an

oreille ».

Hag an ostiz da lared dezañ : « It dineh ‘n ho kwele ; ar bugnezenn a zo

unan varo. »

Rosalie

Unan varo, med ne oa ket interet.

Mari

‘Vel a lerez, en deiz war-lerh, eñ da lared d’an ostiz : « Gwir eo, emezañ, e

oa maro ar bugnezenn, med n’ouzon ket ped kant a reou all a zo deut da

hanternoz d’an interamant, ha toud o-deus kroget ennon o tamall din em-oa lahet

o mamm. »

Rosalie

C’hoaz ‘vez laret n’arru ket a droiou divalo gand ar re ah a da Bariz ? Med

da hortoz se pa ‘h out amañ, deus da zikour ahanon da beurdraillañ ar hoz

gwele-ze, ma vo kaset da greiz ar porz da devi.

(O-diou). Ma vo greet eun tantad a joa neuze gand gwele Kolaig.

Eil lodenn

(Kolaig ha Ramzel, mezo o-daou, o tond).

Kolaig

Sell aze, n’eus den. Achu ar werz. Laret ‘m-oa dit.

Ramzel

Achu ar werz ? Lakaad ‘rez ahanon souezet. Damen ‘vije ket bet gallet

ober hebdom. Lar kentoh n’eo ket krog, hag az-toa doan ‘vije gwerzet ar gwele.

Kolaig

Doan sur, rag pa ‘m-oa klevet teir eur o son...

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!