25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

Create successful ePaper yourself

Turn your PDF publications into a flip-book with our unique Google optimized e-Paper software.

Ar vamm

Hañ ! feiz ‘vad, kentañ tra souezuz em-oa gwelet, ze ‘oa er bloaz ‘oan

ganet, e oa bet revet ar patatez abred, deiz foar ouel-Yann.

Guy

Deiz foar ouel Yann ? N’en em dromplit ket a dat 21 ?

Ar vamm

‘N em dromplañ ? Me ‘gred ‘velkent on koz a-walh da houd petra a laran.

Sellit, goude neuze, er bloaz ‘oan dimezet, e oa deut an Amerikaned, gand

o gweturiou da nijal, da skei dorifor ‘n on farkeier, jalouz o weled ar Vretoned o

kas patatez da Vro-Zaoz. Hag e vijem gand on tavañjer o tastum ar bekou bihanze,

bugale ar skol o sikour ahanom.

Guy

Eur memor dispar e-peus ; c’hwi ho-po soñj em-pad pell, sur mad, deuz

devez ho kant vloaz ive, kemend a dreou hag ah it da weled hirie.

Ar vamm

(Stad enni). Te ‘lar gwir, paotr bihan. Da gentañ, goude an overenn, e teuio

toud an dud da bokad din d’ar sikritiri ; goude ‘rin tro kêr kazellet gand an

Aotrou Mêr hag ar Sou-Prefed. Ahane ‘h efom d’ar mêri evid ar gwin fin.

Guy

Hañ ! ya, evid ar “vin d’honneur“, da drinkañ d’ho yehed. Ha goude,

peleh emañ ar pred ? ar banked ?

Ar vamm

O ! Hervez kleved, ‘n eun otel a deir steredenn. N’on ket kap da lared

peleh.

Guy

O ! E Lannuon sur a-walh ; aze zo eun otel ‘vel-se justamant.

Ar vamm

Ma Doue, an teir steredenn o-devoa renet an tri Roue da graou ar Mabig

Jezuz. N’eo ket da Lannuon avad.

Guy

Nann, nann, da Vetleem, med n’eo ket di ‘h efet d’ho koan, peotramant ‘vo

ket abred.

Ar vamm

21 a dat : galleg ; a zeiz.

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!