25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

Nana

Da heul ze ne gav ket he bleo o lehañ na frizet a-walh dindan he hoef braz.

Med petra ‘rin-me deuz ar greozenn-ze ?

Armand

Muioh heñvel deuz gloan maout pe deuz reun kezeg.

Nana

Goud a rit ive e oa prenet dezi ‘benn vije kant vloaz eur mini-jup ha

bremañ pa eo deut ar hiz deuz ar maxi, zo prenet unan dezi ivez hag e vank dezi

lakaad an hini hir dindan, hag an hini verr war-benn.

Armand

(O c’hoarzin). ‘Vel-se vont gwelet toud ; me ‘gomz deoh euz eun

dantifiliouzenn !

Lucie

(Dezolet). Ro peuh, sell, pa’h eo ma mamm ha da vamm-gaer.

Armand

Unan gaer evel a lerez, gand seiz lostenn, eur mini war-benn eur maxi !

(Klevet ‘vez ar vamm o huchal : Nana ! Nana !)

Lucie

Nana, hast buan da beurlakaad he zreou faro dezi, peotramant ne vo ket

prest ‘benn vo krog ar hleier da zon.

(Mond a ra Nana er-mêz).

Ha te, Armand, e vank dit achui da ‘n em wiski ive, peotramant pa

diskenno ma mamm, ma vezez ket prest, e klevi da jeu adarre.

Armand

Sell ! Me ‘zo arru fae ganin gweled petore sirk a zo montet amañ hirie, ar

hleier o vond da zon wasoh ‘vid da zul Fask, ‘michañs e vo pomperien o skei

koñfiti ganti. Gweled a ran zo lakaet a-dreuz ar ruiou rubanou da dapoud kelien.

Lucie

Ya, pe da dapoud ahanout, n’anavezez ket rubanou euz girland ? Red eo

lared vefes jalouz euz da vamm-gaer, med aze e welez emañ ar mêr a-du ganti,

troet d’ober enor dezi.

Sur mad, ar mêr ‘n-eus kemeret digarez ‘vel vez laret d’ober reklam evid

rei c’hoant d’an dud da dond da chom da gostez Lannuon, o vezañ amañ e vev

an dud da goz. Ma mamm he-deus lakeet amzer da vond da gant vloaz, med

arruet eo.

Armand

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!