25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

Kolaig

Petra ? Kap... Kapitennet ? Pegoulz eo bet Lambave kabiten ? ‘Vid bremañ

bepred n’eo ket muioh gradet evidon ive.

Rosalie

Piou a zo o komz euz grad ? Hervez ‘n-eus laret Ramzell eh eo eur gwele

e-barz da daou a-hed hag unan a-dreuz.

Kolaig

Unan a-dreuz ? Neuze n’eus ket da houlenn piou a vo lakeet a-dreuz.

Rosalie

Arsa, pe out kousket pe ne glevez ket sklêr ? ‘Vid goud a-walh a rez on

gwele n’eo ket kap da vond ken.

Kolaig

N’eus ket ezomm da vond ive ; n’eus ket ezomm nemed da chom aze.

Rosalie

Damen ya, chom aze, sur. Med nim pa n’om ket evid chom e-barz ken ! En

noz all oan ket kouezet er-mêz dre ar foñs ha sac’het en-kreiz ‘tre daou

blankenn ? Lavar din hag-eñ eo honnez eur vuhez ?

Kolaig

Feiz ‘vad. Kazi koulz eo din sac’hañ en-kreiz ‘tre daou blankenn evel

bezañ lakeet a-dreuz en gweleou kapitennet ive.

Rosalie

Serr da henou, sell ! anvet eo goud n’out ket divezo c’hoaz. Med pa laran

n’eo ket jeu bezañ beb noz o sevel da glask ar morzol da blantañ poentinier ‘n

eun troad pe ‘n eun troad all ! Divuni an amezeien c’hoaz !

Ya, ‘mo biken ar hras da gaoud eun otomobil da vond da vale pa welez ket

sklêr da gondui anezi gand ar vapeur deuz an alkol o tallañ ahanout. Med avad

eun tamm gwele da gousked ‘m-eus c’hoant da gaoud pa zo eur gwenneg

bennag c’hoaz en foñs an diretenn.

Kolaig

Eur gwenneg bennag ? Med ped gwenneg ‘gav dit e kousto ar hlud-se ?

Rosalie

Feiz ‘vad, ar pez a dalvezo d’eun all a dalvezo dit ive. Pa vez c’hoant da

gad eun dra, vez red lakaad ar briz.

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!