25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

Kolaig

N’on ket heb goud, pa ‘m-oa c’hoanteet kad ahanout em-oa ranket lakaad

ar briz ive da skei solud añcher 6 war ar re a oa o klask ober an dro dit.

Rosalie

Ya, med kleo ‘ta ! Daoust hag-eñ n’az-toa ket bet arhant evid kemer

ahanon ? Med evid kemer ar gwele n’ez-to ket ; red vo dit geuill anezañ beteg an

añcher diwezañ, ha neuze e roi da ano.

Kolaig

Lakaad ma ano ? Sell, me rey evel-henn. Pa vo laret “diou wech hanter“,

“teir gwech“, “peder gwech“, ‘mon-me ‘n eur lahañ ar goulou. Med n’eo ket a-

walh. Peleh vo lakeet ar havell-ze ? War an oaled ? Me welan ket a blas leh all.

Rosalie

War an oaled, ya, hag ober tan, didannañ marhad 7 . Dalvez ket ar boan

kaoud eur genou ken ledan ‘vel az-teus ma ne welez ket sklêrroh evdi-se.

En plas egile, marhad, vo lakeet. Me ‘h a da gemer an hach 8 d’ober skillou

outañ ’benn vi arru.

Kolaig

Hañ ! ya, ha kemer neuze ar rozell hag ar skubelenn da dastum ar poultr.

En deiz all oa ar paotr bihan o houlenn diganin : « Gwir eo, emezañ, eun den

maro a ‘h a en poultr ? ». ‘Vel-se vez laret, ‘mon-me, « neuze, emezañ, dindan da

wele e kle marvet kalz a dud. »

Rosalie

‘Rez nemed klask jeu, sell ! Ziler koavenn ! Sell ! Da vragou, dreset eo.

Hast buan gwiski ‘nezañ, karzañ gand ar foeltr, ha teul ple mad na brefes ket ar

gwele-ze. Eno vo karr pe gamion hag e feurmi unan da degas anezañ d’ar gêr.

Ya, hast buan mond a-dreuz dre waremm ar hoz-kezeg da dapoud tosenn

ar Louzed, kuit da vond da zuhelled dirag an ostaleriou.

Kolaig

Mad, ma kondaonez ahanon da vond a-dreuz, ne zoñj ket dit e rafe den

ebed eur haloupadenn a-seurt-se heb takenn ebed ? Ro din da vihannañ eun

tamm boutaillad win. (Mond a ra er-mêz).

Rosalie

Hag az-to da vihannañ evid kaoud peuh. Gwelom neuze petra a zo amañ

er bufed !

Hañ hañ ! la jeu ! Eur restad en foñs ar voutaill !

6 añcher : galleg “enchère“

7 marhad : moarvad.

8 hach : bouhal.

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!