25.12.2013 Views

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

PDF - Embann An Hirwaz

SHOW MORE
SHOW LESS

You also want an ePaper? Increase the reach of your titles

YUMPU automatically turns print PDFs into web optimized ePapers that Google loves.

Mari

Feiz ’vad, ‘vid Ramzel n’eus ket kalz a arhant gantañ ive, med deh sur ne

oa ket ive. N’onn ket penaoz ‘devoa greet o hont. Eur billed a vil lur ‘m-oa roet

dezañ da lakaad eun overenn evid Piketez, ha se eo toud, koulz lavared.

Rosalie

‘Hanta, me ‘m-oa greet just ‘vel-se ive, rei mil lur da Golaig da lakaad eun

overenn. Ha koulskoude ar paour-kêz Piketez, pa oa beo, n’ee ket aliez d’an

overenn.

Mari

Nann ! Med marteze ‘n-eus muioh a ze a ezomm bremañ.

Rosalie

Añfin, añfin, lezom se evel-se.

Mari

Ya, rag me n’on ket deut amañ da zoursial deuz ar pez na zell ket ahanon.

Me ‘zo deut da lared dit dond emberr da noz da evañ eur bannah kafe, rag

mar gall Ramzel bezañ arru er gêr gand ar vilin nevez, eh a da vezañ greet eur

bannah “pur jus“. Keid zo ma ‘h on-me gand dour chikore dre ma oa torret ma

milin.

Rosalie

Biskoaz kemend-all ! Med penaoz az-toa greet da derri da vilin ?

Mari

N’eo ket me avad, med ma faotr-koz adarre ; sell amañ penaoz. Arru fall

‘oa e zent, ne oa ken evid chakad.

Rosalie

Med me ‘zoñje din justamant, te a chake dezañ peogwir ‘vez o lared :

« Mari du-mañ ’vez ordinal o chakad. »

Mari

Petra ? Me o chakad ? Digarez ‘mez d’ober ive aliez, med avad chakad

kreun dezañ ne rin ket, setu ‘n-eus tapet ar pleg da valañ e voued er vilin-gafe,

ken eo uzet he dent evel e reou ive.

Rosalie

Mad, mad. Tra-walh ‘teus laret. Amañ eo e vo ar hafe emberr. Ar gwele

nevez a vo red arozi anezañ a-raog mond e-barz.

Hooray! Your file is uploaded and ready to be published.

Saved successfully!

Ooh no, something went wrong!